Alkmaar | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Sturienn : Alcmaria victrix | |||||
An ti-kêr | |||||
Riez | Izelvroioù | ||||
Proviñs | Noord-Holland | ||||
Gorread • Hollad • Douar • Dour |
31,20 km² 29,26 km² 1,94 km² | ||||
Uhelder | 1 m | ||||
Poblañs hep kontoù doubl |
108 596 (31 MAE 18) | ||||
Stankder | 3 711 ann./km² | ||||
Kod post | 1800-1831 | ||||
Kod pellgomz | 072 | ||||
52° 38' 04" N - 4° 44' 47" R | |||||
Internet | www.alkmaar.nl |
Alkmaar (distagañ :[1]) a zo ur gumun e rannvro West-Friesland e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 31,22 km² eo gorread Alkmaar, hag d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 93 681 annezad enni. Brudet eo Alkmaar peogwir e vez aozet enni ur marc'had fourmaj, ma teu stank an douristed. Ar c'hêriadennoù, kêrioù ha distrigoù da-heul a ya d'ober Alkmaar : Alkmaar, ul lodenn eus Koedijk, Overdie, Oudorp ha Omval. D'ar 1añ a viz Here 1972 eo e voe staget Oudorp ha tachadoù su Koedijk ha Sint Pancras ouzh Alkmaar[1]. Liammet eo an holl lec'hioù-se an eil re ouzh ar re all abaoe ma'z eus bet savet tiez etre dibenn ar bloavezhioù 1970 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1990. D'ar mare-se e voe tost lieskementet dre zaou poblañs Alkmaar.