Anagramm

An anagramm (henc'hresianeg ανά aná, « war-gil », ha γράμμα grámma, « lizherenn ») pe tregejad[1] zo ur c'hoari gerioù. Eskemm a reer lec'h al lizherennoù en ur ger pe e meur a hini evit sevel gerioù all hag o deus ur ster. Ur c'hoari dinoaz eo, a c'hall dont da gaout un dalvoudegezh ezoterek. Studiet eo bet gant ar yezhoniourien evel Ferdinand de Saussure ha gant ar vredelfennerien hag ar varzhed a-vremañ.

An anagramm a oa ur c'hoari da vare an Henamzer dija. Anavezet e oa en Europa a-bezh er Grennamzer[2]. Krediñ a reer peurliesañ e vije bet ijinet arz an anagramm gant ar barzh henc'hresianek Likofron.

Skouerioù tregejadoù
  • Gerioù boutin : B-U-G-A-L-E ▶ B-E-L-U-G-A
  • Anvioù-tud : Louis N-E-M-O ▶ Roparzh H-E-M-O-N
  • TELO VON MODEZ (anv gwir Lord Voldemort e troidigezh vrezhonek Harry Potter) ▶ VOLDEMORT EZ ON
  1. ANAGRAMME tregejañ nv. ; tregejad m. où. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2020, p. 73b.
  2. (en) Guillaume de Machaut

Anagramm

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne