Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Aostralopitek

Aostralopitek

Klopenn bugel Taung (Australopithecus)


Aet da get

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Hominidae
Genad : Australopithecus
Anv skiantel
Australopithecus
Dart, 1925
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.
Klopenn klok (hep dent al laez hag ar garvan) eus un Australopithecus africanus oadet a 2,1 milion a vloavezhioù lesanvet "Mrs. Ples" (niverenn katalog STS 5, Sterkfontein cave, hominida karrekaet niverenn 5), dizoloet e Suafrika . Dastumad an Transvaal Museum, Northern Flagship Institute, e Pretoria, e Suafrika.

Australopithecus, eus al latin australis hag eus an henc'hresianeg πίθηκος pithekos ("marmouz"), zo ur genad hominini, a reer aostralopiteked anezhe ivez, hag a veve en Afrika e-doug diwezh ar Plioken ha deroù ar Pleistoken. Diwan a reas ar genad Homo (hag an dud a vremañ) a-douez an Australopithecus, evel ur skourr breur da Australopithecus sediba. Ar genadoù Paranthropus ha Kenyanthropus zo diwanet ivez a-douez Australopithecus.
Australopithecus zo un ezel eus an ismeuriad Australopithecina[1][2] ma lakaer ivez Ardipithecus a-wezhioù[3] daoust ma vez implijet ar ger Australopithecina a-wezhioù d'ober anv eus izili Australopithecus hepken.
E-touez spesadoù ar genad emañ A. garhi, A. africanus, A. sediba, A. afarensis, A. anamensis, A. bahrelghazali hag A. deyiremeda. Dizemglev zo da c'houzout hag-eñ e tlefe bezañ renket spesadoù Australopithecus a zo e genadoù nevez, pe hag-eñ eo heñvelster Paranthropus ha Kenyanthropus gant Australopithecus, abalamour ma'z eo digempoell an daksonomiezh dreist-holl[4][5].

Ar spesad kentañ eus ar genad zo anavezet, A. anamensis, a vevas e reter Afrika war-dro 4,2 milion a vloavezhioù zo. Karrekaennoù Australopithecus a zeuas da vezañ skignet en un doare ledanoc'h-ledan en reter hag e su Afrika[6], a-raok dianadiñ war-dro 1,9 milion a vloavezhioù zo (pe etre 1,2 ha 0,6 milion a vloavezhioù zo ma reer anv eus Paranthropus). Daoust ma n'eus chomet hini ebet eus ar strolladoù staget war-eeun ouzh al lignez-se, Australopithecus en deus bet diskennidi, rak ar genad Homo a ziwanas a-douez ur spesad Australopithecus[4][7][8][9][10] d'ur mare bennak etre 3 ha 2 vilion a vloavezhioù zo[11].

An aostralopiteked o deus perzhioù henaek (empennoù bihan a-walc'h) ha perzhioù emdroetoc'h (dentadur tost da hini ar genad Homo). Kroget e oant da vont war daou droad, neoazh ne c'hellent ket en ober e-pad pell.
Australopithecus en doa daou pe dri gen eilet hag a zeue eus SRGAP2 war-dro 3,4 ha 2,4 milion a vloavezhioù zo (SRGAP2B ha SRGAP2C). An eil anezhe en doa ur roll e kresk niver an neuronoù hag en o dilec'hiadenn en empenn mab-den[12][13]. Kemmoù bras c'hoarvezet e korfadurezh an dorn a weler ivez, da gentañ e karrekaennoù A. afarensis war-dro 3 milion a vloavezhioù zo (bizied berraet e-keñver ar biz-meud ha kemmoù er c'houbloù etre ar biz-yod, an tristurieg hag ar pennog)[14].

Hep mar ebet, brudetañ karrekaenn aostralopitek dizoloet eo hini Lucy, un Australopithecus afarensis dizoloet e 1974 en Ethiopia (rannvro Afar) gant ur skipailh etrebroadel, ar Breizhad Yves Coppens ennañ.

  1. Wood, Richmond, 2000
  2. Briggs, Crowther, 2008, p. 124
  3. Wood, 2010
  4. 4,0 ha4,1 Haile-Selassie, Y (27 Here 2010). "Phylogeny of early Australopithecus: new fossil evidence from the Woranso-Mille (central Afar, Ethiopia)". 'Philosophical Transactions of the Royal Society B: Biological Sciences' 365 (1556): 3323–3331. DOI:10.1098/rstb.2010.0064
  5. Hawks, John (2017-03-20). 'The plot to kill Homo habilis'.
  6. A. bahrelghazali a ziskouez e oa skignet ar genad kalz pelloc'h evit ar pezh a c'heller soñjal diwar ar c'harrekaennnoù dizoloet.
  7. (1999) "Australopithecus garhi: a new species of early hominid from Ethiopia". Science 284 (5414): 629–35. DOI:10.1126/science.284.5414.629
  8. Exploring the fossil record: Australopithecus africanus
    (en)
    .
  9. (2010) "Australopithecus sediba: a new species of Homo-like australopith from South Africa". Science 328 (5975): 195–204. DOI:10.1126/science.1184944
  10. Toth, Nicholas and Schick, Kathy (2005). "African Origins" in The Human Past: World Prehistory and the Development of Human Societies (Editor: Chris Scarre). London: Thames and Hudson. Page 60. (ISBN 0-500-28531-4)
  11. (5 July 2016) "From Australopithecus to Homo: the transition that wasn't". Philosophical Transactions of the Royal Society of London B: Biological Sciences 371 (1698): 20150248. DOI:10.1098/rstb.2015.0248
  12. Reardon, Sara (2012-05-03). The humanity switch: How one gene made us brainier
    (en-US)
    .
  13. (June 2017) "Structural History of Human SRGAP2 Proteins". Molecular Biology and Evolution 34 (6): 1463–1478. DOI:10.1093/molbev/msx094. ISSN 0737-4038
  14. (April 2008) "The evolutionary history of the hominin hand since the last common ancestor of Pan and Homo". Journal of Anatomy 212 (4): 544–562. DOI:10.1111/j.1469-7580.2008.00865.x

Previous Page Next Page