Aurangzeb, Abu Muzaffar Muhiuddin Muhammad Aurangzeb Âlamgir e anv klok (Dahod, 1618 - Ahmadnagar, 1707), a oa anezhañ c'hwec'hvet ha diwezhañ impalaer an Impalaeriezh voghol e-pad 49 bloaz, etre 1658 ha 1707, hag unan eus pouezusañ ha pinvidikañ stadrenerien ar XVIIvet kantved. Diazezañ a reas an islam hag ar charia en India.