Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Manius Acilius Aureolus (ganet e ? - marvet e 268) a oa ur jeneral roman hag a gemeras ar galloud e 268.
Mesaer e oa pan eas d'an arme dindan an impalaer roman Valerianus. Dont a reas a-benn da vezañ lakaet e penn marc'hegiezh Roma, e-pad ren e vab, an impalaer Gallienus.
Meur a emsavadeg a waskas evit hennezh, hini ar Macriani dreist-holl. En 258 e oa gant Gallianus pa voe trec'het ganto ar brizhimpalaer Ingenuus war lez an Danau.
Sevel a reas a-enep dezhañ avat hag en em glevout a reas gant Postumus en doa krouet ur impalaeriezh dizalc'h, e Galia. En 261 e voe kaset Aureolus gant Gallianus da vrezeliñ ouzh daou vrizhimpalaer, Macrianus ha Quietus, o devoa aloubet Moesia. Trec'h e voe Aureolus, met degemer a reas en e arme soudarded e enebourien. Hervez an Histoire Auguste en em savas neuze Aureolus ouzh Gallianus hag en redias da anavezout anezhañ evel impalaer, pezh a vez dinac'het gant an darn vrasaén eus an istorourien.
Div wech, war-dro 261 hag adarre war-dro 266, e klaskas Gallianus trec'hiñ Postumus, met kazeg a reas bep taol. E 267 e rankas Gallianus mont da enebiñ ouzh ar C'hoted en aber an Danau, hag e laoskas Aureolus e Milano da ziwall an Alpoù ha hanternoz Italia diouzh Postumus.