백제(百濟) Rouantelezh Baekje | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Koreaneg Kozh | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Krouidigezh | 18 kt J-K | |||
- Staget ouzh Silla | 660 |
Baekje a oa ur rouantelezh lec'hiet e mervent Korea. Unan eus Teir Rouantelezh Korea e oa asambles gant Goguryeo ha Silla.
Krouet e oa bet gant Onjo, trede mab Jumong, krouer Goguryeo e Wirye-sung (e-kichen Seoul). Evel Goguryeo e lare Bakje e tiskenne eus Buyeo, ur stad savet e Mandchouria en amzer distrujadeg Gojoseon.
Stourm a reas Baekje ouzh ar rouantelezhioù arall evel kontrol al ledenez. Er IVe kantved e talc'he trevadennoù e Sina ha darn vrasañ eus Korea ar C'hornôg. Galloudus war ar mor e oa ivez ha darempredoù kenwerzhel gant Japan ha Sina he-doa.
E-pad ar Vvet kantved ez eas war zigresk he galloud. Distrujet e voe e 660 gant Silla harpet gant nerzhioù Tierniezh Tang