Ur yezh iranek eo balotcheg (balochi بلوچی), yezh pennañ Balotchistan.
E 1948 e teuas Balotchistan da vezañ ul lodenn eus Pakistan ha lakaet e voe bet an ourdoueg da yezh vroadel.
Dre vras ez eus div rannyezh pennañ:
Ur yezh dre gomz e oa bet ar balotcheg ha ne veze ket graet gantañ dre skrid betek an 19vet kantved, pa veze implijet ar perseg evit sevel ar skrid-mañ'r-skrid.
En 19vet kantved e oa bet kroget da skrivañ ar yezh oc'h ober gant stil nastalek (nasta'liq) al lizhereneg arabek, implijet peurliesañ evit skrivañ ar yezhoù persek.