Ar barailh (pe bazailh, bazailhadenn) zo ur fiñv eus kigennoù an dremm da vare an dihun, gant an dud hag al loened, ar bronneged dreist-holl. Kregiñ a ra gant un enalanadenn ha war he lerc'h e teu un dialanadenn.
Gallout a ra dont eus bezañ skuizh, pe eus an diouer a fiñv.
Hippokrates a soñje gantañ e laoske an derzhienn da vont kuit, evel ma vez laosket moged gant ur siminal.