Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Benimerined

Rouantelezh ar Venimerined

Benimerined pe Merinided (en arabeg : مرينيون (marīnīyūn) pe بنو مرين (Banū Marīn), en berbereg ⵉⵎⵔⵢⵏⴻⵏ (Imrinen) (1244-1465) eo an anv a vez roet roet d'ar bobl Banu Marin, izili eus un Impalaeriezh berber Zenata, a oa diazezet en Maghreb al-Aqsa (hanternoz Maroko). En XIIIvet ha XIVvet kantved, e voe darnoù eus Andalouzia hag eus reter Magreb dindan o beli, e-pad ur pennad berr. E Fez e oa o c'hêr-benn, ganto e voe savet eno ar c'harter Jdid, ha kalz a vonumantoù.

Kreskiñ a reas o galloud e servij an almohaded, ha kemer a rejont kêr Fez e 1248. En 1269 e voe diskaret an Almohaded ganto ha kemeret Marrakech. Entre 1275 ha 1340 e skoazellent rouantelezh Granada diouzh taolioù-bount ar gristenien, met faezhet e voent en emgann Tarifa gant armeoù Kastilha ha Portugal ha ne daoljont ket troad ken e ledenez iberia ken.

En 1358 e voe lazhet Abu Inan Faris, gant ur vizir, ha neuze e krogas mare o diskar. Ret e voe dezhe leuskel Portugaliz ha Spagnoled d'en em ziazezañ war an aodoù.

War o lerc'h e teuas an dierniezh Wattásid.


Previous Page Next Page