Bergen-Belsen, a vez graet Belsen anezhañ ivez, a oa ur c'hamp-bac'h nazi e Saks-Izel, er mervent da gêr Bergen, damdost da Celle.
Da gentañ e oa ur c'hamp prizonidi-brezel (1940), nemet e 1942 e oa deuet da vezañ ur c'hamp-bac'h, dastumet ennañ Yuzevien, Romed hag heñvelreviaded. Boureviet e veze ar brizonidi alies, ha puilh e varvent gant an naon. Gwashaat a reas an doareoù-bevañ pa voe kaset di prizonidi a-leizh eus kampoù ar reter a-raok o dieubidigezh gant an armeoù soviedel.