Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Berlingske

Pajenn gentañ an niverenn gentañ (1749).

Berlingske (distaget [ˈb̥æɐ̯liŋsɡ̊ə] e daneg), a oa anvet Berlingske Tidende a-raok 2011, da lavaret eo "Amzerioù Berling", zo ur gazetenn bemdeziek danat diazezet e Kopenhagen.

Dont a reas er-maez evit ar wech kentañ d'an 3 a viz Genver 1749, gant an titl Kjøbenhavnske Danske Post-Tidender, aet da vezañ Berlingskes Politiske og Avertissements Tidende e 1833 ha Berlingske Tidende e 1936. Savet e oa bet gant un den anvet Ernst Henrich Berling hag a embanne ivez ur gazetenn alamanek, Kopenhagener Deutsche Post-Zeitungen, hag unan c'hallek, Gazette de Copenhague[1]. Gant se ez eo ar Berlingske ar gazetenn danek kentañ, an hini goshañ e-touez ar re a zo embannet e Danmark hiziv hag unan eus ar re goshañ er bed a-bezh.

Bremañ e vez embannet gant ar stroll Berlingske Media. E 2011 e veze gwerzhet 96 897 skouerenn bemdez, well-wazh. Mennozhioù mirour a gaver er pennadoù, met n'eo liammet ar gazetenn ouzh strollad politikel ebet.

  1. Stig Hjarvad (2004). "The Globalization of Language". Nordicom Review (1-2). Kavet 27 Gouere 2016

Previous Page Next Page






Berlingske Catalan Berlingske Danish Berlingske German Berlingske English Berlingske Spanish Berlingske Tidende ET Berlingske Finnish Berlingske French Berlingske Italian Berlingske Dutch

Responsive image

Responsive image