Boudig

Poltred ur voudig gant Sophie Gengembre Anderson (1869). Titl al livadur eo "Take the Fair Face of Woman, and Gently Suspending, With Butterflies, Flowers, and Jewels Attending, Thus Your Fairy is Made of Most Beautiful Things" (tennet eus ur varzhoneg gant Charles Ede).

Ur voudig zo ur boud mojennel denheñvel, bihan pe bihanoc'h, benel pe c'hourel, gant galloudoù hud ha liammet ouzh nerzhioù an natur hag ar bed kenstur. Mard eo benel eo kaer-tre ha galloudoù dreistnaturel he deus evel reiñ donezonoù d'ar vugale nevez-c'hanet, nijal, teurel barr d'unan bennak ha kaout krog war an dazont. Boudiged a gaver e folklorioù pagan kalz sevenadurioù europat (keltiek, germanek, slavek), e stummoù liesseurt : aeled diskaret, teuzigoù, lutuned, korred, elfed hag all.


Boudig

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne