Ar vourc'h, pe ar vorc'h, pe ar bourk[1], a zo un tolpad tiez ha ne reer ket ur gêr anezhañ daoust dezhañ kaout un nebeud servijoù evel ur marc'had pe ur foar. En Istor e vez anvet bourc'hioù ar gêrioù bihan a voe bet roet dezhañ an aotre, ar frankizioù a reer anezhi, da gaout ur velestradurezh dezho e mare ar Gladdalc'helezh er Grennamzer. Bourc'hizien a veze graet eus an dud o doa tapet an droed da zilenn o fennoù.