Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Cas-blaidd

Aspadennoù eus ar voudenn-gastell, Castell y Blaidd.

Cas-blaidd[1], pe Casblaidd (Wolf's Castle pe Wolfscastle e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e-kreiz Sir Benfro, e Kembre. Emañ hanter-hent etre Abergwaun ha Hwlffordd, el lec'h m'en em daol an Afon Anghof er stêr Cleddau Ddu. Div lodenn zo d'ar gêriadenn : Cas-blaidd e-unan ha Penybont en tu all d'ar stêr.

Dismantroù ur voudenn-gastell eus mare an Normaned a c'haller gwelet c'hoazh. "Castell y Blaidd" ("kastell ar bleiz") e oa anv ar c'hastell-douar-se ha roet en deus e anv d'ar gêriadenn.

Hervez ar richenn ez eo eno e oa bet lazhet ar bleiz diwezhañ e Kembre, met kement-se ne seblant bezañ nemet ur vojenn, roet evit displegañ an anv-lec'h.

E 2011 e oa poblet Cas-blaidd gant 642 a dud, ha 187 anezho (30,2%) a oa kembraegerien[2].

  1. Enwau Lleoedd; Canolfan Bedwyr
  2. 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics).

Previous Page Next Page






Wolfscastle CEB Cas-blaidd CY Wolf's Castle English Wolf's Castle EU ولفس کاسل FA Wolfscastle French Cas-blaidd GA Cas-blaidd GD Cas-blaidd KW Wolf’s Castle NB

Responsive image

Responsive image