Ar chug-frouezh zo un evaj graet dre waskañ pe meizhiañ frouezhennoù zo (en o zouez orañjez, avaloù, rezin, ananaz, tomatez, mangez, pampel, kastrilhez ha greunaval).
Evel just e c'haller koublañ meur a frouezhenn da gaout ur chug "liesfrouezhennoù", da skouer orañjez-pampel pe c'hoazh avaloù-kastrilhez.
Chug ar suraval hag ar suraval glas a vez implijet e kalz broioù da geginañ.