Implijet e vez an termen yezhoniel deiktelezh (saoz. : deixis, diwar ar gresianeg : δειξις "diskwel, ober dave") evit komz eus un doare ezoforiezh pa ra dave elfennoù yezh zo en ur skrid d'ur gwirvoud er-maez eus ar skrid, da lâret eo e ranker kompren da biv pe da betra e ra dave un elfenn bennak a-drugarez d'ar c'henarroud, anvet an origo, da skouer :
Pa vez Yannig o kaozeal, pa implij ar raganv gour "me" emañ oc'h ober dave dezhañ e-unan ("me" = "Yannig") o vezañ Yannig an origo en degouezh-mañ, met pa implij Katellig an hevelep termen eo evit ober dave dezhi hec'h-unan ("me" = "Katell"), Katell eo an origo ar wezh-mañ neuze.
Seurt gerioù ma rankont bezañ komprenet petra eo o origo (da biv pe da betra e rant dave e degouezh pe degouezh) dre dielfennañ ar c'henarroud kentoc'h evit elfennoù all er skrid e-unan a vez graet "gerioù deiktel" pe "elfennoù deiktel" oute.
Peurliesañ e vez rummataet ar pro-stummoù e-touez an elfennoù deiktel, en o zouez ar gourioù personel ("me", "te", "eñ", "hi"...) pe c'hoazh elfennoù all hag a dalvez d'ober dave da lec'hioù ("amañ", "ac'halese", "avamañ"...) pe amzerioù ("war-lerc'h", "bremañ"...) hag ivez ar rannigoùigoù diskwel ("-mañ", "-se", "-hont", "-hen").
Meur a zoare deiktelezh zo, rummataet evel-hen :
- Deiktelezh prezegennel (saoz. discourse deixis) : pa reer dave d'ar brezegenn (skrid) hec'h-unan, da skouer "Gwelit ar Mellad 8.4", da lâret eo "Gwelit ivez Mellad 8.4 eus ar skrid-mañ" (ar brezegenn = "ar skrid-mañ")
- Deiktelezh heverk (saoz. switch reference) : a zo anezhi un doare deiktelezh prezegennel implijet gant yezhadur yezhoù zo evit merkañ hag-eñ eo kevatal arguzenn ul lavarenn da hini ul lavarenn gent, o verkañ an diforc'h da skouer etre "Yann a skoas Pêr ha mont a reas kuit" hag a c'hall talvezout ken "mont a reas kuit Pêr" ha "mont a reas kuit Yann" e brezhoneg
- Deiktelezh kenhoal (saoz. empathetic deixis) : pa vez implijet elfennoù deiktel evit diskwel pegen tost pe pegen pell en em sant an hini a zo o komz e-keñver an daveenn p'emañ o kaozeal diwar e benn
- Deiktelezh lec'hiañ (saoz. spatial deixis) : pa reer dave da lec'hiadur un dra bennak hervez al lec'h m'en em gav an hini a gomz. Seurt elfennoù deiktel a c'hell bezañ a-dost ("amañ"), na dost na bell ("aze") pe a-bell ("ahont"). Bez' e c'hell origo un elfenn deiktel lec'hiañ bezañ gronnet (saoz.: bounded) pa ra dave d'ul lec'hiadur resis, da skouer "er voest", pe amc'hronnet (saoz. unbounded) p'emañ dispis lec'hiadur resis an origo, da skouer "du-hont".
- Deiktelezh sokial (saoz. social deixis) : pa vez implijet elfennoù deiktel resis evit merkañ renk sokial an daveennoù p'emeur o kaozeal diwar o fenn, da skouer an diforc'h etre "te" ha "c'hwi" (unander) e brezhoneg. Bez' e c'hell seurt elfennoù deiktel bezañ keñverel (saoz. relative) pa zibaber ar stumm resis o terc'hel kont ouzh renk sokial an hini a zo o komz e-keñver an hini ma reer dave outañ, da skouer implij pe peurvoudel (saoz. absolute) pa vez implijet ur stumm resis atav evit ober dave d'unan bennak hervez e renk hep derc'hel kont eus renk sokial an hini a zo o komz.
- Deiktelezh amzerel (saoz. time deixis) : pa reer dave d'ur prantad amzer hag a rank bezañ komprenet kenarroud elfennoù amzerel all, peurliesañ an amzer p'emeur o komz, da skouer "bremañ", "emberr" hag ivez implij amzerioù ar verboù