Diftongenn

Er yezhoniezh e vez implijet an termen diftongenn (diwar an henc'hresianeg δίφθογγος difthongos "gant div sonenn", "gant div donenn" ; saozneg : diphthong) evit komz eus div vogalenn distaget renk-ouzh-renk o tremen an eil d'eben dre en em silañ betek krouiñ ur silabenn hepken[1].

Keit ha ma'z eus ul lec'h-teod nemetañ gant ur vonoftongenn (anvet "vogalennoù glan" ivez a-wezhioù), enne ur vogalenn hepken, da lavaret eo e tosta an teod d'ul lec'h resis e diabarzh ar genoù nemetken, gant pep diftongenn e vez daou lec'h-teod : al lec'h ma tosta an teod dezhañ pa grog an diftongenn, hag al lec'h ma tosta dezhañ pan echu an diftongenn goude en em silet eus an eil lec'h d'egile e diabarzh ar genoù.

Yezhoù zo, an hungareg en o zouez, n'o deus diftongenn ebet ha bewech ma weler div vogalenn skrivet renk-ouzh-renk e vezont distaget e div silabenn disheñvel gant ur stoksonenn (hiatus e latin), da skouer : kalauz ("bleinañ") distaget /'kɑlɑ:us/ kentoc'h evit /'kɑlɑws/.

Daou zoare diftongenn pennañ zo, hervez an elfenn vogalennek ma kouezh ar muiañ a bouez warni.

Diftongenn war-gresk

(rising diphthong e saozneg)
Kregiñ a ra gant ur vogalenn greñvoc'h pe brasoc'h he fouez evit eben, da skouer : /aɪ̯/ pe /aj/.

Hervez lod fonetikourion/ezed ne rank ket an diftongennoù war gresk bezañ dielfennet evel diftongennoù rik e yezhoù evel ar saozneg pe an italianeg met kentoc'h evel un heuliad ennañ ur vogalenn hag un hantervogalenn.

Diftongenn war-zigresk

(falling diphthong e saozneg)
Echuiñ a reont gant ur vogalenn wanoc'h pe bihanoc'h he fouez evit eben, da skouer : /ɪ̯a/ pe /ja/.

An elfenn pouezet an nebeutañ warni a c'hall bezañ treuzskrivet gant un hantervogalenn, da skouer [ja]. Koulskoude, pa vez dielfennet un diftongenn en he fezh evel ur fonem nemeti e vez treuzskrivet an div elfenn enni evel vogalennoù en ur verkañ war be elfenn e vez pouezet dre skrivañ ur sin diakritek dindan ar vogalenn nann-silabennek peurliesañ, da skouer : <ɪ̯a>.

A-hend-all e tiforc'her ivez etre doareoù diftongennoù hervez live digoradur an eil vogalenn e-keñver hini eben.

Diftongenn war-serr

(closing diphthong e saozneg)
Echuiñ a ra gant ur vogalenn serroc'h pe izeloc'h evit eben, da skouer : [ai] (serroc'h [i] evit [a]).

Diftongenn war-zigor

(opening diphthong e saozneg)
Echuiñ a ra gant ur vogalenn digoroc'h pe uheloc'h evit eben, da skouer : [ia] (digoroc'h [a] evit [i]).

Peurliesañ e klot ar fed ma'z a war-serr un diftongenn gant ar fed ma'z a war-zigresk ivez dre m'eo sklaeroc'h ha pouezusoc'h son ar vogalennoù digor. N'eo ket ret atav avat, hag e finneg e kaver ur skouer kontrol ma'z a un diftongenn war-zigor ha war-zigresk war un dro (/ie/ hag /uo/).

Diftongennoù war-greiz

(centering diphthong e saozneg)
Echuiñ a ra gant an teod lec'hiet muioc'h e kreiz ar genoù, da skouer en iwerzhoneg /iə/ hag /uə/.

Peurliesañ ec'h a war-digor ar vogalennoù war-greiz.

A-wezhioù e vez diforc'het gant lod yezhoù etre an diftongennoù berr, berr ar vogalenn gentañ enne, hag an diftongennoù hir, hir ar vogalenn gentañ enne.
Raloc'h a-galz avat eo ar yezhoù evel samieg an norzh ma vez graet un diforc'h gante etre diftongennoù berr diouzh un tu, ha diftongennoù hir o vogalenn gentañ ha diftongennoù hir o eil vogalennoù diouzh an tu all.

Dres evel ar vogalennoù e c'hell un diftongenn bezañ distaget dre ar genoù pe dre ar fri, da skouer e portugaleg :

  • dre ar genoù: /ai/ e pai ("tad") ;
  • dre ar fri: /ɐ̃ĩ/ e mãe ("mamm).
  1. An termenoù divogalenn ha divsonenn a lenner e Yezhadur bras ar brezhoneg § 13.

Diftongenn

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne