Dinbych-y-Pysgod

Porzh Dinbych-y-pysgod

Dinbych-y-pysgod (Tenby e saozneg) zo ur porzh-mor e kreisteiz Sir Benfro. Darempredet e vez gant e-leizh a douristed e-pad an hañv.

Anv zo eus Dinbych-y-pysgod evit ar wech kentañ en ur varzhoneg eus ar VIIvet kantved zo meneget e Levr Taliesin. Kreskiñ a reas kêr en-dro d’ur c’hastell na chom nemet rivinoù anezhañ bremañ. Met mogerioù kozh eus an XIIIvet kantved zo c’hoazh.

Eus Dinbych-y-pysgod e loc’h ar bigi da vont da Ynys Bŷr. Dirak Dinbych-y-pysgod ivez emañ Enez Catrin, un enezennig a vez stag ouzh an douar-bras war-bouez ur chaoser a vez dizoloet gant ar mor pa vez tre.


Dinbych-y-Pysgod

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne