Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Djouhouried

Gwazed jouhouri gant o gwiskamantoù hengounel (1905)

An Djouhouried (djouhourieg: juwro) pe Yuzevien ar menezioù a zo ur strollad sokio-sevenadurel a feiz yuzevek o chom e Dagestan (Rusia) e reter ar C'haokaz. Komz a reont djouhourieg (pe yuzev-tateg), ur yezh diazezet war ar c'hrennberseg. Al lodenn vrasañ anezho a zo aet da chom en Israel er bloavezhioù 1980 ha 1990. Hiziv an deiz n'eus nemet 31 000 djouhouri o vevañ e Dagestan hag Azerbaidjan, ha war-dro 70 000 en Israel.



Previous Page Next Page