Elisha

Elisha[1](hebraeg : אלישע ; arabeg : اليسع) a zo ur profed eus an Testamant Kentañ, diskibl Elia

Meneget eo da gentañ e Kentañ Levr ar Rouaned (1R 19, 15-21) : « Hag e lavaras an Aotroù dezhañ [Elia] : « Kae en-dro gant da hent er gouelec'h […]. Hag Yehou, mab Nimshi, a olevi da roue war Israel. Hag Elisha, mab Shafat, eus Avel-Mehola, a olevi da brofed war da lerc'h. »[2]

Elisha o nac'h profoù Naaman gant Pieter De Grebber (1630)

« Kelc'hiad Elisha » a gaver en Eil Levr ar Rouaned, goude ma voe skrapet Elia d'an neñvoù hervez an destenn (2R 2-13)[3] Taolennet eo ennañ e vurzhudoù (en o-zouez pare Naaman, penngadour arme roue Aram a dro ouzh Doue Israel...).

Seveniñ a reas e garg e-pad renYoram (852 KJK-841 KJK) hag e-pad hini Yehou (841 KJK-814 KJK) hag hini Yoahaz (814 KJK-898 KJK) . Mervel a reas pa rene Yoash, mab Yoahaz, war Israel (798 KJK-783 KJK) (2R 13, 14-20).

Hervez 2R 9,1-10 e kargas ur profed yaouank da oleviñ Yehou da roue Israel.

  1. "Elize" e troidigezh Gwilh ar C'hoad, p 317
  2. {br} Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, p 158
  3. {br} Troidigezh An Tour-tan, eil levrenn, pp 168-.183

Elisha

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne