Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Epentezenn

Er yezhoniezh e vez implijet an termen epentezenn (diwar ar henc'hresianeg: epi "war" + en "e" + thesis "lakaat"; saoz: epenthesis), pe mezkresk[1], evit komz eus ouzhpennañ ur sonenn, pe meur a hini, d'ur ger, dreist-holl en e ziabarzh.

Bez' e c'hell bezañ degemeret er yezh unvan pe get pe zoken a-wezhoù nemetken, keñveriit:

Degemeret er yezh unvan:
euskareg
errota ("milin") diwar al latin rota ("rod")
irratia ("skingomz") diwar ar spagnoleg radio.
kembraeg
ysmysgu ("butuniñ") diwar ar saozneg to smoke.
Nann-degemeret er yezh unvan:
kembraeg
pobl ("pobl") distaget "pobol"

Daou zoare epentezenn zo:

  • Epentezenn vogalennek (saoz. anaptyxis): pa vez ouzhpennet ur vogalenn, da skouer:
bra:dar > perseg bara:dar ("breur")
latin: stupidus > spagnoleg estúpido ("genaoueg")
  • Epentezenn gensonennel (saoz. excrescence): pa vez ouzhpennet ur gensonenn, da skouer:
latin: trem(u)lare > galleg: trembler ("krenañ")
hensaozneg thun(o)r > saozneg "thunder" ("kurun")
kentgresianeg amrotos > henc'hresianeg ambrotos ("divarvel")


Implijet e vez alies vogalennoù epentezennek gant yezhoù ha ne vez ket kavet enne nemeur a gensonenn renk-ouzh-renk pe c'hoazh enne silabennoù oc'h achuiñ gant ur gensonenn pa amprestont gerioù a-seurt-se digant yezhoù all enne meur a gensonenn renk-ouzh-renk da skouer e japaneg:

ブラピ (Bura Pi): "Brad Pitt"
ブルース (burūsu): "blues" (stil sonerezh)

Daoust ha ma vez implijet vogalennoù disheñvel a yezh da yezh, en o zouez [ɯ] e japaneg peurliesañ, e vez kavet stank-tre ar schwa, un <e> pe c'hoazh ur vogalenn heklev, da lâret eo an hevelep vogalenn kavet dija en hevelep ger evel er c'hembraeg "pobol".

Kavet e vez elfennoù epentezennek gante un arc'hwel yezhadurel ivez, da skouer e galleg:

Epentezenn yezhadurel
il y a ("bez' ez eus") > y a-t-il ("ha bez' ez eus ?").

E degouezhioù all e c'hell bezañ implijet elfennoù epentezennek evit sevel barzhoniezh, da skouer e latin:

Epentezenn varzhoniel
reliquias > relliquias
  1. Lavar 09 p. 94

Previous Page Next Page






زيادة وسط Arabic Эпентеза BA Epèntesi Catalan Epenthese German Epenthesis English Epéntesis Spanish Epentesi EU Epéntesi EXT میان‌هشت FA Épenthèse French

Responsive image

Responsive image