Ar Felibrige (reolad modern) pe Felibritge (reizhskrivadur klasel) a zo ur gevredigezh[1] hag ur skol lennegel krouet evit adsav lennegel an okitaneg, savet e Castèunòu de Gadanha (Provañs) gant Frederic Mistral, Teodòr Aubanèu (Teoudor Aubanèu), Josèp Romanilha (Jousep Roumanilho) ha pevar ag o mignoned. Ur seurt kenvreuriezh hag ur gevarzhe ouiziek ez eo, gant lidoù ha traezennoù arouezel, heñvelek a-walc'h da re Goursez Breizh, eus un tu, hag ul labour gouiziegezh, eus un tu all, pa talc'h da aozañ ostilhoù yezh evel en ur adnevezañ geriadur bras an okitanek, « Lou Tresor dóu Felibrige ». Ur c'hevread evit bodañ kevarzheoù felibr, anvet escolo felibrenco, hag a zo liammet d'ar Felibrige kreiz eo ivez.