Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Feniks

Evit sterioù ar ger Phoenix, gwelit ar pennad Phoenix (disheñvelout).

Feniks, en Aberdeen Bestiary

Un evn mojennel eo ar feniks (henc'hresianeg : Φοῖνιξ, phoínix), anvet ivez fenis e brezhoneg[1]. Meneget eo e skridoù henc'hresianek Hesiodos ha Herodotos, hag e skridoù latin diwezhatoc'h.

Un evn peurbadus liammet ouzh an Heol eo ar fenis. Betek 1400 vloaz eo padelezh e vuhez ; mervel a ra dre zeviñ, ha diwar e ludu e vez azganet ur fenis nevez.
Arouez an adnevezadur en natur dre vras eo, evel an Heol o sevel bemdez, en Istor evel an impalaerezhioù o vont da get hag o sevel en-dro, er relijion evel azginivelezh an eneoù (ar metempsikoz). Evit ar gristenien ec'h eo ar fenis arouez dasorc'hidigezh ar C'hrist ha buhez an dud a vez er baradoz goude o marv.

  1. Geriadur Ménard, p. 1015-b ; gwelout ivez : Sfins, a zo Σφίγξ [sfiŋks] e henc'hresianeg.

Previous Page Next Page