Gae

Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Implijet e veze e kampoù-bac'h an Nazied an tric'horn roz evit merkañ heñvelrevourion/ezed. Implijet e vez hiziv evel un arouez gae

Dont a ra an termen gae diwar ar saozneg gay ("laouen,; bliv") hag implijet e vez evit ober dave d'un den heñvelrevel.

Daoust ha ma c'hell bezañ implijet ar ger-mañ en un doare ledan d'ober dave d'un den heñvelrevel bennak, pe paotr pe plac'h e vefe, peurliesañ e vez implijet evit komz eus paotred nemetken hag implijet e vez termenoù all, evel lesbian-ha-gae pe LGBT evit ledanaat ar ster.

Hiziv e vez implijet muioc'h-mui an termen gae kentoc'h evit heñvelreizhour/ez, dreist-holl gant an dud LGBT o-unan, rak negativel e c'hell bezañ ar ger-se, krouet er penn-kentañ evit deskrivañ ur c'hleñved spered. Ouzhpenn-se, gant an termen heñvelreizhour/ez e vez pouezet war an darempredoù reizhel kentoc'h evit ar c'heflusk hag ar stad-den revel (pe identelezh revel).


Gae

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne