Ar gavotenn[1], pe ar c'havotenn[2], diwar ar ger gallek gavotte, a vije un dañs okitan a orin : pe eus an hanternoz d'ar Pireneoù, bro ar froudoù anvet "Gaves réunis" (kenber ar Gave de Pau hag ar Gave d'Oloron), pe eus Gap, en Alpoù gall. E gwirionez eo bet lakaet an anv da veur a dra disheñvel.