Geryon (Γηρυών Gêryốn pe Γηρυόνης Gêryónês e henc'hresianeg) a oa ur gigant e mojennoù Hellaz kozh, mab da C'hrysaor ha d'an Okeanidenn Kalliroe.
Ur pezh ramz e oa, tri fenn dezhañ, tri bruched, c'hwec'h brec'h ha c'hwec'h dorn. O chom e oa du-hont er c'hornôg pellañ en un enez anvet Erytheia, ("an hini ruz"), unan eus inizi an Hesperidezed, e penn kornôkañ ar Mor Kreizdouar, en tu all da golonennoù Herakles.
Eno e peure e dropellad oc'hen, biskoazh kaeroc'h, gant skoazell e vesaer Eurytion hag e gi Orthos, ul loen daoubennek anezhañ.
Lazhet e voe gant Herakles ha laeret e vagad oc'hen.