Gleichschaltung ("kenamzeriañ") a oa ur ger nazi evit ober anv eus hollad an traoù lakaet e pleustr gant Adolf Hitler hag ar Strollad Nazi evit staliañ un hollveliegezh war holl dachennoù buhez ar gevredigezh alaman "eus an ekonomiezh hag ar strolladoù embregerezhioù betek ar mediaoù, ar sevenadurezh hag ar skol"[1].
Mare uhelañ ar Gleichschaltung a oa bet tizhet en Alamagn gant divizioù Kendalc'h Nürnberg 1935, pa voe embannet e oa kendeuzet simboloù ar strollad nazi gant re ar Stad alaman hag e oa lamet keodedelezh ar yuzevien alaman.