Keoded Gloucester | |
---|---|
An iliz-veur | |
51°52'12.0" N – 2°14'24.0" K | |
Douaroniezh | |
Statud | Keoded (1541) |
Rannvro | Mervent Bro-Saoz |
Kontelezh | Gloucestershire |
Gorread | 40,54 km² |
Kod ONS | 23UE |
Demogafiezh | |
Poblañs • Stankder |
128 500 (2016) 3 170 ann./km² |
Internet | www.gloucester.gov.uk |
Gloucester zo ur gêr hag un distrig e mervent Bro-Saoz, tost da harzoù Kembre. Kêr-benn kontelezh Gloucester eo.
War ribl dehoù ar stêr Hafren emañ. Gant an aradennad runioù Cotswolds eo gwarezet er reter tra m'emañ Koadeg Dean ha Tuchennoù Malvern er c'hornôg hag er gwalarn.
Ur porzh eo Gloucester. Gant Kanol Gloucester ha Sharpness eo liammet ouzh genoù an Hafren.