Godiva, pe Godgifu, a oa, hervez ar vojenn, un itron sakson en XIvet kantved, e kêr Coventry.Hervez ur vojenn eus an XIIIvet kantved e vije bet o varc'hegañ en he noazh – gwisket gant he blev hir hepken – dre gêr Coventry evit klemm d'he fried abalamour d'an tailhoù re bonner.
En un doare koshoc'h c'hoazh eus ar vojenn ez eus un den anvet "Peeping Tom" en dije sellet outi o varc'hegañ hag a vije deuet da vout dall.