Gwambiaeg (Wam) | |
---|---|
En arvar | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Kolombia |
Rannved : | Amerika |
Komzet gant : | 12,000 - 15,000 (2000) |
Renkadur : | Goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù barbakoek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | got |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | GUM |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Gwambiaeg (namtrik pe namui wam e gwambiaeg, guambiano e spagnoleg), a reer eus ur yezh amerindian komzet en Andoù gant Gwambiaiz e trowardroioù Silvia, e departamant Cauca e mervent Kolombia. Un tammig ouzhpenn 10 000 a dud a gomze ar yezh-se e dibenn an XXvet kantved). Bev-birvidik eo ha treuzkaset e vez c'hoazh a rumm da rumm, ha pa vefe bet dilezet gant ul lodenn eus ar bobl. Krog eur d'he c'helenn e skolioù zo. Ul lodenn eus bonreizh Kolombia zo bet troet e gwambiaeg. Emskiantek-kenañ eo Gwambiaiz, anezho ur bobl labourerien-douar, emañ o yezh en arvar ha stourm a reont evit he c'has war-raok. Skoueriekaet eo bet doare-skrivañ ar gwambiaeg (ha pa vefe tabut c'hoazh) ha meur a destenn zo bet embannet er yezh-mañ.
En-dro da Wambiaiz e vev ur bobl indian all an Nasaed (pe Paesed) a gomz nasaeg (pe Nasa yuwe). Kalz niverusoc'h eo ar re-mañ (e-tro 100.000 a dud). Totoroeg a gomzer ivez e kumun amezek Totoró. Daoust ma oa bet soñjet e penn kentañ e oa ur yezh distag eus an totoroeg, ur rannyezh wambiaek eo.