An Département du Haut-Adige, Departement Oberetsch en alamaneg ha dipartimento dell'Alto Adige en italianeg, a oa un departamant e Rouantelezh Italia etre 1810 ha 1814, anvet war batrom departamantoù gall (Haute-Loire ha Haut-Rhin), meneg ennañ eus ar stêr Adige.
Trento e oa ar pennlec'h.
An italianeg e oa yezh ar velestradurezh met en toleadoù alamanek e veze embannoù melestradurel divyezhek, hag alamaneg a veze implijet e melestradurezh ar c'humunioù.