Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Hengembraeg

hengembraeg
yezh, yezh istorel
Iskevrennad euskembraeg Kemmañ
Linguistic typologyYezh VSO, Nominativel-akuzativel, yezh enteuzel Kemmañ

An hengembraeg (Hen Gymraeg e kembraeg) eo an anv a reer eus ar c'hembraeg a veze skrivet etre an VIIIvet hag an XIIvet kantved.

Maen Cadfan, en iliz Tywyn.

Tost e oa d'an henvrezhoneg. Rouez eo avat an testennoù a zo chomet eus ar mare-se. En o zouez e c'haller menegiñ un enskrivadur war Maen Cadfan (war-dro 800) hag un destennig anvet "Enskrivadur Surexit", hag a gaver e Levr Sant Chad, miret en iliz-veur Lichfield (Caerlwytgoed). Un destennig hag a denn d'al lezenn eo, anavezet diwar ar ger kentañ anezhi, ur ger latin. Skrivet e voe an destennig-se e deroù pe e kreiz an IXvet kantved.

Gwelet a reer en Enskrivadur Surexit reolennoù skrivañ an hengembraeg, notennet gant al lizherennoù latin. En amzer-hont ne veze ket graet gant ll evit ar pezh a vez distaget bremañ evel /ɬ/ (liuit > Llywyd, anv-den) na gant dd evit ar pezh a zo aet da /ð/ (did > dydd « deiz »). Graet e veze gant al lizherenn /u// evit meur a son, aet bremañ da /ʉ/, /ʊ/ ha /v/, hag a voe skrivet diwezhatoc'h u, w ha f. Ar c'hemmadurioù kensonennoù e deroù ar gerioù, pe e-kreiz ar gerioù, etre vogalennoù, ne vezent ket skrivet d'ar mare-hont. Atar a veze skrivet evit ar pezh a zo adar « evn, labous » bremañ, nimer evit ar pezh a zo nifer « niver », douceint evit deugain « daou-ugent ». Ne ouzer ket gwall vat, e gwirionez, petra a veze klevet er yezh komzet.

A-hend-all ez eus ivez spisc'herioù kembraek e dornskridoù latin, da lavaret eo displegadennoù evit gerioù latin dianav d'ar skriverien.

Ul lodenn eus an dornskridoù krenngembraek a voe skrivet goude an XIIvet kantved a voe adskrivet diwar skridoù koshoc'h pe diwar ar soñj a oa bet dalc'het dre gomz eus oberennoù koshoc'h. Evel-se e c'hoarvezas evit Levr Llandaf (miret e Levraoueg Vroadel Kembre), evit an Annales Cambriae (miret en "National Archives" e Londrez hag e Levraoueg Breizh-Veur) hag evit oberennoù ar c'h-Cynfeirdd.


Previous Page Next Page






Galés antiguu AST Gal·lès antic Catalan Hen Gymraeg CY Old Welsh English Galés antiguo Spanish Vieux gallois French Lingua galesa antiga GL Bahasa Wales Kuno ID Lingua gallese antica Italian 古ウェールズ語 Japanese

Responsive image

Responsive image