Humayun

Humayun.

Nasir ud-din Muhammad Humayun (نصيرالدين همايون e perseg) anavezet ivez evel Humayun (ganet e Kaboul d’ar 6 a viz Meurzh 1508 – marvet e Delhi d’an 20 a viz Genver 1556) a voe e penn an Impalaeriezh Voghol en Indez er XVIvet kantved.

Mab e oa d’an impalaer Babur ha d’e drede gwreg Mahum Begum. An eil impalaer moghol e voe etre 1530 ha 1540 hag adarre etre 1555 ha 1556.

Dont a reas da vezañ impalaer, war-lerc’h e dad, d’an 30 a viz Kerzu 1530, d’an oad a 22 vloaz, daoust da enebiezh lod eus an uhelidi. E advreur Kamran Mirza a voe fiziet ennañ ar broioù en-dro da Lahore ha Kaboul, pelloc’h en hanternoz. Diwezhatoc’h e kollas e zouaroù aloubet gant Sher Shah Suri, met o adtapout a reas pemzek vloaz diwezhatoc’h gant harp roue Persia en doa roet bod dezhañ. Dont a reas Humayun en-dro da India gant e-leizh a uhelidi eus Persia ha ganto e voe degaset kalz a gemmoù da lez an impalaer e-lec’h ar boazioù deuet eus Kreiz Azia gant hendadoù Humayun. Levezon ar sevenadur pers a voe santet war ar savouriezh, al livouriezh, al lennegezh.

Bez Humayun.

Bloaz goude bezañ adtapet e dron impalaer, gant skoazell ar Bersed, e varvas en ur gouezhañ en diri, e 1556. Gant e wreg, Hamida Banu Begum, e voe lakaet sevel ur monumant en e enor, ur mozoleon e-kichen Delhi.

E vab Akbar, na oa nemet 13 vloaz, a yeas da impalaer war e lerc’h.


En e raok :
Babur
Impalaer Moghol
Humayun

1530 - 1556
War e lerc'h :
Akbar

Humayun

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne