IRC

IRC pe Internet Relay Chat (e brezhoneg "kaozeadeg a-eilek dre Internet") a zo ur protokol daremprediñ ger-ha-ger war Internet. Servij a ra da eskemm e amzer wirion; implijet eo dreist-holl evit kaozeal gant strolladoù implijerien, met implijet e vez ivez evit eskemm etre hiniennoù. Bez e c'hell ivez servij da eskemm fichennaouegoù. IRC a zo disheñvel diouzh ar gaserezh priml, hag a zo kentoc'h tuet war an darempredriñ hinienn ouzh hinienn.

Echuet e fin miz Eost 1988, IRC a zo deskrivet e-barzh RFC 1459, hag adwelet goude e RFCoù 2810 ha 2813. Krouet eo bet evit erlec'hiañ ar poellad anvet MUT MultiUser talk war ur BBS Finland (OuluBox). Oikarinen a zo bet heñchet gant skouer Bitnet Relay Chat ar rouedad Bitnet.

E miz Meurzh 2009 e c'helle rouedadoù brasañ IRC liammañ muioc'h evit 500000 implijer en un taol, gant miliadoù a ganolioù disheñvel gant sikour tro-dro 1500 servijer er bed.

Ar protokol daremprediñ-se a zo deskrivet evel ur rouedad stlennegel diazezet war meur a servijer stlennegel kevredet, warno meur a kliant IRC oc'h eskemm drezo.

IRC a zo ur protokol hag a implij an TCP hag a wechoù an TLS.


IRC

Dodaje.pl - Ogłoszenia lokalne