Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Juturna

Templ da Juturna e Largo di Torre Argentina, e Roma.

Juturna a oa doueez Henroman ar feunteunioù, an eien hag ar puñsoù. C'hoar an doue Turnus e oa.

Serc'h Jupiter e voe met diskuliet e voent gant an nimfenn Larunda (pe Lara). Honnezh a voe kastizet gant Jupiter a lakaas anezhi da vezañ mut. Mamm e oa da Fons.

Un templ a voe savet dezhi e Roma, er Campus Martius ("Tachenn Veurzh"), gant C. Lutatius Catulus, hervez e bromesa en un emgann war vor, nepell diouzh Sikilia, e-kerzh ar brezel punek kentañ e 241 kent JK.

Ur puñs ivez a oa gouestlet dezhi er Forum, e-kichen an templ da Vesta.


Previous Page Next Page






جاتورنا Arabic Ютурна Bulgarian Juturna Catalan Juturna Czech Iuturna German Γιουτούρνα Greek Juturna English Yuturna Spanish Juturna EU جوتورنا FA

Responsive image

Responsive image