Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Kaier

Ur c'haier digor
Kaieroù lieseurt liv o goloenn

Ur c'haier zo ul levr ennañ follennoù paper gwenn, pe en ul liv sklaer bennak, da skrivañ pe da dresañ warne. E bajennoù a c'hall bezañ gwerc'h evit an tresañ pe rakvoullet gant ur c'harrezennadur (karrezioù bras pe vihan), linennoù, a-wechoù ur marz, pe c'hoazh skeulennoù, evit ar skrivañ. Keinet e c'hall bezañ ar c'haier gant meur a deknik : gant peg, krafoù, troellennoù, kantennigoù hag all. E kartoñs eo e c'holoenn.

Implijet e vez ar c'haieroù er skolioù gant skolidi, d'ober labour-skol, pe gant tud all er gêr, en o beajoù pe en o labour, d'ober a bep seurt traoù : kemer notennoù, dastum roadennoù, dastum chomlec'hioù, ober scrapbooking, hag all.

An tablezennoù niverel a c'hall bezañ gwelet evel o warlerc'hidi elektronek. Kaieroù niverel zo ivez met n'int ket bet degemeret gant ar boaz.


Previous Page Next Page






Notaboek AF دفتر Arabic Qillqaña panka AY Dəftər AZ Тетрадка Bulgarian Llibreta Catalan دەفتەر CKB Zápisník Czech Notizbuch German Τετράδιο Greek

Responsive image

Responsive image