ar c'haki (japaneg kaki, diwar kakinoha) eo frouezh ar wezenn-gaki. Ar wezenn-se a zo dezhi etre 5 ha 10 m uhelder, delioù ledan ha hirgelc'hiek hag a zeu da vezañ ruz d'an diskar-amzer. Ar bleuñvioù a c'hall bezañ gwenn, melen pe glas-gwer. An daou seurt kaki brudetañ a zo anvet hachiya ha fuyu. Frouezh broadel Japan int. A-orin eus reter Sina eo ar c'haki, ha gounezet e vezont ivez e Viet Nam, Korea, Liban, Israel, Italia, Stadoù-Unanet, su Frañs hag en Aljeria (en Ain Draham) hag e Maroko (Ain Sobah). Soñjal a reer peurliesañ e teu eus ur frouezhenn all (Diospyros roxburghii), hag a greske ez-naturel e biz India hag en Indez-Sina. Ouzhpenn 2 800 seurtad a zo[1]. E broioù' zo evel e Taiwan, e vez soubet er raz.