Kaldeira[1], kaldera[2] a reer e douaroniezh eus ur gleuzenn ledan e stumm ur chidhouarn a vez savet nebeut amzer goude ma vez goullonderet kambr vagma ur menez-tan o paouez dislonkañ. Pa vez taolet kementadoù magma bras e berr amzer e harp ar reier a-us d’ar gambr vagma war re nebeut a dra. Kouezhañ a ra neuze gorre an Douar er gambr vagma goullo pe hanter c'houllo, ar pezh a lez ur gleuzenn ledan war-c'horre an Douar, dezhi etre ur c'hilometr ha meur a zek kilometr treuz[3]. Daoust ma vez deskrivet a-wezhioù evel ur c'hrater ez eo kentoc'h un doare founilh en douar, pa vez savet gant un disac'hadenn kentoc'h evit gant un darzhadenn pe ur stokadenn. E-keñver ar miliadoù a darzhadennoù menezioù-tan a c'hoarvez bep kantved ez eo un darvoud ral gwelet ur c'haldeira nevez. Ne c'hoarvez nemet un nebeud gwezhioù bep kantved[4]. N'anavezer nemet seizh kaldera nevez krouet etre 1911 ha 2016[4]. Nevez zo ez eus savet ur c'haldeira nevez e Kīlauea, e Hawaii e 2018[5].