Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Karibed

Tiegezh karib (gant John Gabriel Stedman 1818)
Karibez (1888)

Karibed pe Kalinagoed, pe Karibaled, pe Galibi, eo anv henvroiz an Antilhez Bihanañ er Mor Karib.
Diskenn a raent marteze eus Karibed douar-bras Suamerika, met o yezh bepred a oa distag diouzh re an douar-bras, hag anvet eo karibeg an inizi.
Pa zegouezhas ar Spagnoled, e dibenn ar XVvet kantved, er rannved-se, e kavjont pobloù disheñvel, hag ar Garibed en-touez ar re niverusañ er Mor Karib, a zo anvet diwar o lerc'h. En amzer-se e vevent e hanternoz Kolombia, e biz Venezuela, hag e meur a enezenn. En inizi ar Mor Karib e voent distrujet evel pobl dizalc'h pa voent aloubet gant trevadennerien Europa. En douar-bras avat, en Venezuela, Brazil ha Las Guayanas, e teuas anezho ar pobloù galibi (kari'ñas) ha re all. En inizi, evel Enez Sant Visant, e voe mesket Afrikaned hag Indianed, ha hiriv e kaver o diskennidi en Honduras.


Previous Page Next Page