Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Kedez

Kedez

Kedezioù Meurzh ha Gwengolo a reer eus an daou goulz er bloaz ma vez keit-ha-keit, pe war-dro, an deiz hag an noz.

D'ar mare-se e vez an heol a-us ar c'heheder. E-keñver ar steredoniezh ee eo kedez an nevezamzer kreiz an nevezamzer, e-tro ar 21 a viz Meurzh, ha kedez an dilost-hañv (pe gedez an diskar-amzer) hini an diskar-amzer, a c'hoarvez war-dro an 23 a viz Gwengolo ; en un dore ofisiel e Bro-C'hall e verk ar c'hedezioù deroù an nevezamzer hag an diskar-amzer, ar pezh a zo diwir e-keñver an hin.

Nebeud amzer a-raok ar gedez e vez an deizioù hiroc'h eget 12 eurvezh e gwirionez, en abeg da luc'htorr ar bannoù-heol en aergelc'h : gwelet e vez an Heol e-pad un nebeud munutennoù ha koulskoude ez eo aet dija dindan live an dremmwel.

Er steredoniezh e vez termenet ar gedez gant an daou goulz ma ya kelc'htro an Heol ar c'henskej etre an ekliptik ha keheder an neñv. Er c'houlzoù-se e sav an Heol er Reter hag en em guzh er C'hornôg rik.

Ouzhpenn da se, pep poent eus ar voul-Douar a vez tizhet gant an Heol a-hed an deiz.


Previous Page Next Page