Ur c'hengereg zo un elfenn optek implijet evit luc'hterriñ ar gouloù, disteurel anezhi pe da zispartiañ anezhi en he elfennoù diazez (skinoù disheñvel ar ganevedenn evit ar gouloù gwenn). Da gustum e vez ur c'hengereg eeun gant ur sichenn dric'hornek, gret gant un danvez boull : gwer, pleksiglas, peurgetket.
E sell an optik geometrek, ur c'hengereg a zo ur strollad daou zioptr plaen, nann-kentstur.
Pa tremen ar goulou eus an aer d'ar gwer, da skouer, ez eo refratet. Pa teu er maez dre an tall all, e vez refraktet c'hoazh ar goulou. Ar skin pe ar ban incident a vez dihentet. Hogen, n'o deus ket ar memes feur refratiñ an holl hirderioù gwagenn. En doare-mañ, ur ban goulou gwenn a vez dispartiet en e gompozadoù: ar glas a vez dihentet muioc'h eget ar melen, hemañ dihentet muioc'h eget ar ruz (sellet ouzh ar skeudenn 1). Er c'hondisionoù-se e c'hell ur c'hengereg bezañ implijet evit analizañ ur skinadur gwelus liesliv, anvet e vez an doare-se da studiañ ar c'hompozadoù dre dispartiañ ar banoù goulou ar spektroskopiezh.