Ar c'houn eo ar pezh a c'hell un den adkas en e soñjoù, fenomenn an anaoudegezh adtapet eo. Ur seurt anaoudegezh an amzer dremenet a zo ivez spurmantet e kondu al loened sour pa vezont gouest tennañ kont eus ar pezh o deus bevet. Koulskoude, pa tastum dre eñvor an den miliadoù anaouedegezhioù evit konduiñ e vuhez, krouiñ ha sevel traoù e vez kredet gantañ en deus gant e empenn un ostilh eus ar re efedusañ evit bezañ mestr war an holl vevien. Seblantout a ra barregezh mirout kounioù a-bouez ur perzh eus ar re wellañ evit sevel traoù a-bouezh pa c'heller klask degas ar c'hounioù war ar prim ha dibad etrezo.