Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Krank-saoz

Krank-saoz

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Malacostraca
Urzhad : Decapoda
Kerentiad : Cancridae
Genad : Cancer
Anv skiantel
Cancer pagurus
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hranked-saoz, a vez graet kouskered pe kranked gwenn diouto ivez, o anv spesad Cancer pagurus, a zo kresteneged hag a vez kavet er Meurvor Atlantel, er Mor Kreizdouar hag e Mor an Hanternoz. Ur grogenn ruz-gell hag hirgelc'hiek o deus, ha du eo penn o meudoù hag o favioù. Ur wezh erru en o oad gour e c'hall o c'hrogenn tizhout betek 25 cm hag e c'hallont pouezañ betek 3 kg. Gouest int da vevañ betek 20 vloaz met hiniennoù hepken a ya betek an oad-se abalamour d'ar peskerezh stank a vez graet anezhe.

Paot eo ar c'hranked-saoz e gevred ar Meurvor Atlantel betek Norvegia en hanternoz ha Norzhafrika er c'hreisteiz, war ar sont gant pezhioù maen gros, traezh ha lec'hid, eus glann ar mor betek 100 m pe war-dro. Kavet e vezont alies en toulloù hag er faoutoù er c'herreg met en toleadoù digor-frank ivez a-wezhioù. Kranked bihanoc'h a c'haller kavout dindan ar vein en aod.


Previous Page Next Page






سلطعون الصخر Arabic سلطعون الصخر ARZ Cancer pagurus AST Bou (crustaci) Catalan Cancer pagurus CEB Krab německý Czech Taschenkrebs German Cancer pagurus English Cancer pagurus Spanish Buia (animalia) EU

Responsive image

Responsive image