Kristiansand (skrivet Christianssand gwechall) zo ur gêr eus kreisteiz Norvegia, e kontelezh Vest-Agder, en arvor pleg-mor Skagerrak.
Ur porzh-mor a bouez eo, gant chanterioù sevel-bigi.
Eskob Kristiansand e oa ar barzh hag an dastumer kontadennoù Jørgen Engebretsen Moe, eus 1875 da 1881.