Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Kure

Ar c'hure (diwar al latin curatus) eo ar beleg katolik a zo lakaet en ur barrez gant an eskob evit skoazellañ ar person (cf. kanonioù 545-552 eus Lezenn ar gwir kanonel). Er parrezioù bras e veze gwechall meur a gure, pe kureed-skolaerien.

Kavet e vez ar ger curad e kerneveureg hag e kembraeg ivez. Ar saozneg a ra gant curate. Ar yezhoù latin a implij gerioù deveret eus ger vicarius : vicaire (paroissial) e galleg, vicario (parrocchiale) en italianeg, vicario (parroquial) e spagnoleg, vigário (paroquial) e portugaleg (gwelet ivez Pfarrvikar en alamaneg)[1].

  1. Arabat kemmeskañ ar ger-se kure gant ar ger vikel, da lavaret skoazeller an eskob : vikel-vras evit an eskopti a-bezh, vikel-barner evit an ofisialded, vikel-eskob (pe vikeled-eskob) evit ul lodenn eus an eskopti, pe lod eus an aferioù (vicaire épiscopal e galleg).

Previous Page Next Page






راعي (أبرشية) Arabic Curat Catalan Kurát Czech Kurat German Curate English Curato Spanish क्यूरेट HI Pendeta Pratama ID Curato Italian Parochievicaris Dutch

Responsive image

Responsive image