Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Ladytron

Ladytron
Ladytron e Mec'hiko e 2011. A-gleiz da zehou: Mira Aroyo, Helen Marnie, Daniel Hunt, Reuben Wu

Bro orin Liverpool, Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Doare(où) sonerezh elektronek, synthpop, new wave
Bloavezhioù oberiant 1999-bremañ
Label(ioù) Invicta Hi-Fi, Emperor Norton, Telstar, Rykodisc, Island, Nettwerk
Lec'hienn ofisiel www.ladytron.com

Izili Mira Aroyo, Helen Marnie, Daniel Hunt, Reuben Wu


Sonadeg e Londrez. Helen ha Mira dirak, Daniel Hunt ha Reuben Wu a-drek.

Ur strollad sonerien eus Liverpool a ra sonerezh elektro-pop eo Ladytron. Dont a ra an anv eus ur ganaouenn bet savet gant Roxy Music. Diazezet eo sonerezh ar strollad war implij kenaozerien analogel kozh. Peurliesañ avat e vez difraezh o c'homzoù, diazezet war ar vuhez pemdez. A-wechoù e vezont kanet e bulgareg, dre ma teu Mira Aroyo eus Bulgaria. War al leurenn ec'h implijont ivez binvioù evel taboulinoù, gitar tredan ha gitar boud. Er c'hontrol da lod brasañ ar strolladoù elektro ne vez ket implijet sonioù enrollet en a-raok e-pad abadennoù Ladytron, met kentoc'h re sonet war-eeun gant ur c'henaozer. Pladennoù ar strollad a zo diazezet war ur framm pop ha sonioù elektronek analogel, gant elfennoù arnodiñ ivez.

Ladytron a voe savet en hañv 1999. Diouzhtu e krogjont da labourat war o fladenn gentañ, 604 he zitl, hag a zeuas er-maez e penn-kentañ 2001. A-drugarez d'ar single Playgirl e voe brudet ar strollad er Rouantelezh-Unanet. O eil albom (Light & Magic) a zeuas er-maez er goañv 2002, ha tri single a zeuas er-maez : "Seventeen", "Evil", ha "Blue Jeans". Treiñ a reas ar strollad e-pad 18 miz, hag an trede albom (Witching Hour) a zeuas er-maez e 2005. Daou single a voe, en o zouez "Destroy Everything You Touch".

Brudet a-walc'h eo Ladytron er bed a-bezh. Tro en deus bet ar strollad da dreiñ er Stadoù-Unanet gant Gwen Stefani, hag en Europa gant Nine Inch Nails.

E 2008 e teuas o fladenn nevez Velocifero er-maez.


Previous Page Next Page






لايديترون Arabic لیدی‌تران AZB Лейдитрон Bulgarian Ladytron Catalan Ladytron CY Ladytron Danish Ladytron German Ladytron English Ladytron Spanish لیدی‌تران FA

Responsive image

Responsive image