Lastovo (Lagosta en italianeg, Augusta en alamaneg, diwar ar stumm latin Augusta Insula, Ladestanos e gresianeg) zo un enezenn hag ur gumun e kontelezh Dubrovnik-Neretva e Kroatia. Er gumun e kaver 46 enezenn, annezet gant 835 a dud[1]. Lastovo eo anv an enezenn vrasañ (46 km2) ha Lastovo eo anvet ivez ar gêr vrasañ en enezenn-se.