Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Leksema

Er yezhoniezh e vez implijet an termen leksema pe leksem (saoz: lexeme) evit komz eus un unanenn vorfologel difetis hervez an dielfennadur steroniel. Klotaat a ra wall-wazh gant hollad stummoù disheñvel ur ger gante an hevelep ster diazez, da skouer kanañ, kan, kanomp, kanfec'h... a zo pep hini stummoù disheñvel an hevelep leksem.

Liammet eo keal al leskema ouzh hini al lemma, dreist-holl pa ra dave da stumm-meneg ur ger, da lâret eo ar stumm implijet dre voas evit komz eus un hollad gerioù gante an hevelep ster diazez. Klotaat ar ra ar stumm-se peurliesañ, met n'eo ket dre ret, gant hini ar pennger, da lâret eo ar stumm lakaet da ditl en ur geriadur.

Stag emañ pep leksem ouzh ur rummenn-ger resis (anv, verb...) gantañ un talvoud steroniel resis ha ma c'hell bezañ diveret pe displeget e kota ivez gant patrom displegadur pe diveradur resis, da lâret eo e c'hell dont war wel ul leksem dindan meur a furm disheñvel, da skouer al leskema hag a glot gant ar c'heal redek a glota gantañ meur a stumm displeget evel redan, redi, redas...

En em derc'hel a ra al leksemoù hervez reolennoù yezhadur pep yezh resis, da skouer an doare ma vez displeget ur verb a glota gant ul leksem bennak a zo stag ouzh patromoù resis ar yezh-mañ'r-yezh.

Ur c'heal pennañ eo hini al leksem evit a sell ouzh ar vorfologiezh dre ma c'hell talvezout a ra evit termeniñ kealoù morfologel all, da skouer an diforc'h etre displegadurezh diouzh un tu ha deveradurezh diouzh un tu all.

  • Reolennoù displegadurezh: reolata an darempredoù etre ul leksem hag ar furmoù liammet outañ
  • Reolennoù deveradurezh: reolata an darempredoù etre ul leksem hag ul leksem all

Previous Page Next Page