Rann eus | United Kingdom–United States relations |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet |
Perc'henn war | Brisbane Transit Centre |
Erlec'hiañ a ra | Cash and carry |
Lend-Lease ("Prestañ-Feurmiñ") pe Lend-Lease Act ("Lezenn Prestañ-Feurmiñ"), an titl ofisiel o vezañ An Act to Promote the Defense of the United States eus ar programm sikour-brezel sevenet gant ar Stadoù-Unanet e-pad an Eil Brezel-bed.
Kemer perzh er brezel en un doare damguzh e oa ar pal kentañ ; a-c'houde tagadenn Pearl Harbor d'ar 7 a viz Kerzu 1941 avat, ha donedigezh SUA er brezel, e voe lakaet kresk er sikourioù hag en un doare ofisiel.
Dre an obererezh-se e voe roet lamm da lezennoù neptuegezh 1930. Al lezenn Lend-Lease, votet gant 317 mouezh a-du hag 71 a-enep e kambr dileuridi Stadoù-Unanet Amerika ha gant 60 a-du evit 31 a-enep er Sened, sinet d'an 11 a viz Meurzh 1941, a roas an tu da brezidant ar Staoù-Unanet « da werzhañ, reiñ, eskemm, feurmiñ pe zafariñ gant doareoù all » an holl vinvioù difenn da nep gouarnamant « mar soñj d'ar prezidant ez eo kreiz e zifenn da geñver surentez ar Stadoù-Unanet.»