Our website is made possible by displaying online advertisements to our visitors.
Please consider supporting us by disabling your ad blocker.

Responsive image


Lete

Lete, gant Wilhelm Wandschneider, e 1908.

Lete (henc'hresianeg : Λήθη / Lếthê, « ankounac'h ») e oa doueez an ankounac'h e mojennoù Henc'hres.

Merc'h e oa da Eris (Discordia ar Romaned), ha kemmesk a vez alies etre hi hag ar stêr Lete, unan eus pemp stêr an Ifernioù, a reer « stêr an Ankounac'h » anezhi ivez. Arabat eo ankouaat avat e vez gourel an doueed-stêr e henc'hresianeg a-hend-all.

Goude tremen kantvloazioù en Ifern, rouantelezh an doue Haides, e veze eneoù ar re varv, ar re vat koulz hag ar re zrouk, gwalc'het diouzh o fec'hedoù, o klask ur vuhez nevez hag aotreet e vezent da zistreiñ war an douar en ur c'horf nevez met a-raok e rankent koll an eñvor eus o buhez kent, hag evit se evañ dour eus al Lete.


Previous Page Next Page






ليثي Arabic Лета Bulgarian Riu Leteu Catalan Léthé Czech Lethe (Mythologie) German Λήθη (μυθολογία) Greek Lethe English Leteo EO Lete Spanish Lethe ET

Responsive image

Responsive image